An nitrat, hag a oa anvet gwechall-gozh an nitr, hag a oa alies heñvelster da "holen-moger" a zo holenoù an drenkenn nitrek. Formulenn gimiek an ion nitrat a zo NO3-.
Nitrat en dour a zo ur merk eus ar saotradur gant al labour-douar (ludu), ar c'hêrioù (gwall mont-en-dro rouedadoù yac'haat) pe greanterezh. En Europa, ar "Sturiad Nitrat" a zo he fal digreskiñ ar saotradur-mañ.
E kalz a vroioù e rank an dourioù gouestlet da vezañ evet gant an den doujañ ouzh liveoù harz (da skouer 50mg/l e Bro-C'hall pe Europa) evit bezañ graet dour-evadus anezho. ABY a ali chom hep mont en tu-hont da 25mg/l.
Arabat kemmeskañ nitrat gant nitrit NO2- holenoù an trenkenn nitrus hag a zo disoc'h reduktadur an nitrat gant bakteri a zere.